Gresianeg Kiprenez

Komzet e vez rannyezh c'hresianek Kiprenez pe gresianeg Kiprenez (gresianeg: Κυπριακή διάλεκτος, "rannyezh kiprenezek" pe Κυπριακά "kiprenezeg") gant muioc'h evit 500.000 den e Kiprenez ha gant kantmiliadoù a ezvroidi.

Komzet e vez evel yezh kentañ gant an darn vrasañ eus ar Gipreneziz c'hresianek, an darn vrasañ anezhe o chom e lodenn su ar vro e Republik Kiprenez hag ivez gant un nebeud tud kozh pe goshoc'h e kêriadennoù resis tro-dro da Louroudjina ha Tylliria/Dillirga e Republik Turk Kiprenez an Norzh ha komzet e vez evel eil yezh ivez gant an darn vrasañ eus ar Gipreneziz turkek gozh.

Ul liamm diglosia zo etre ar rannyezh c'hresianek komzet e Kiprenez en un tu, implijet dre gomz gant an darn vrasañ eus an dud, hag an dimotiki pe "gresianeg unvan", implijet dre skrid hag evit kas da benn aferioù ofisiel hag a renk uhel, en tu all. Implijet e vez ar gresianeg unvan (gant ur pouez-mouezh lec'hel peurliesañ avat) er skolioù (estreget war porzh ar skol), er breujoù, er mediaoù (skingomz, skinwel, kelaouennoù...) hag ivez pa gomzer dirak ha gant tud o tont eus lec'h all. Implijet e vez stank avat ar c'hiprenezeg war ar genrouedad hag evit kas gerioùigoù a bellgomz da bellgomz.

Dre vras, seul greñvoc'h ar rannyezh implijet gant un den bennak (da lâret eo seul dostoc'h ouzh ar vazilektenn), seul vuioc'h e vo lakaet da "blaou" (χώρκατος; "kêriadennad"), da lâret un den dizesk ha paour dreist-holl gant an Kiprenezed a renkad uhel pe uheloc'h.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy